Lesya Ukrayinka

Lesya Ukrayinka
Леся Українка
Lesya Ukrayinka en he yaouankiz
Ganedigezh 13 a viz C'hwevrer (J) / 25 a viz C'hwevrer (G) 1871
e Novohrad-Volynskyi
Gouarnelezh Volyn
Impalaeriezh Rusia
Marv 19 a viz Gouere (J) / 1añ a viz Eost (G) 1913
e Sourami
Gouarnelezh Tiflis
Impalaeriezh Rusia
Broadelezh Ukrainat
Micher Barzhez, skrivagnerez, dramaourez
Luskad Плеяда Pleyada
Remzad 1884-1913

Larysa Petrivna Kosatch (ukraineg : Лари́са Петрі́вна Ко́сач, lesanvet Ле́ся Украї́нка Lesya Ukrayinka "Lesya an Ukrainadez"), bet ganet d'an 13 a viz C'hwevrer (J) / 25 a viz C'hwevrer (G) 1871 e Novohrad-Volynskyi, Gouarnelezh Volyn, Ukraina, Impalaeriezh Rusia, ha marvet d'an 19 a viz Gouere (J) / 1añ a viz Eost (G) 1913 e Sourami, Gouarnelezh Tiflis, Jorjia, Impalaeriezh Rusia, a oa ur varzhez, ur skrivagnerez hag un dramaourez ukrainat.

A-hed he buhez he deus stourmet evit an demokratelezh hag evit gwirioù ar merc'hed. Lakaet e vez da unan eus an Ukrainadezed vrudetañ a-bep-amzer[1].

  1. (uk) 'Найвідоміші жінки давньої та сучасної України "Ar maouezed brudetañ en Ukraina hen hag a-vremañ". Kavet : 26 Meu 24.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne