Levr Aneirin zo un dornskrid eus ar re goshañ e kembraeg a zo dalc'het e Levraoueg Kerdiz. Aozet e voe war-dro 1265. N'eus nemet Levr Du Caerfyrddin a zo koshoc'h e-touez an dornskridoù kembraek. Bez ez eus daou zornskrid kembreat e latin ivez azo koshoc'h egeto o daou c'hoazh.
Ennañ ez eus barzhonegoù e hengembraeg hag e krenngembraeg hag a zo lakaet war gont Aneirin, ur barzh brezhon eus an Hanternoz Kozh er VIvet kantved. E-barzh emañ Y Gododdin barzhoneg veur Aneirin hag un toullad barzhonegoù all eus ar VIvet kantved moarvat, met dizemglev zo etre al lenneien war ar poent-se.
Un dornskrid leuegen 6¾ x 5 eo, 42 bajennad folio ... Daou zorn o deus skrivet, er memes amzerioù pe dost, ha teir fajenn da vihanañ a vank en dibenn. E lêr leue du eo bet graet ar golo diwezhatoc'h er Grennamzer.