Levr Taliesin

Ur bajenn eus dornskrid Levr Taliesin (Folio 13).

Emañ Llyfr Taliesin, pe Levr Taliesin (e brezhoneg) e-touez ar re gentañ eus an dornskridoù krenngembraek, ennañ 57 barzhoneg. Skrivet eo bet war leuegen, etre 1275 ha 1325, met kalz koshoc'h eo an danvez anezhañ, eus an Xvet kantved a soñjer, hag a orin pe eus kreisteiz Kembre, pe eus kreiz ar vro.

Evel dornskrid eo unan eus Dornskridoù Peniarth, hag anavezet eo evel Peniarth MS 2. Meur a bajenn zo bet kollet anezhañ, an hini gentañ ivez.

Darn eus ar skridoù zo barzhonegoù skrivet gant Taliesin, ur barzh eus ar VIvet kantved,

E Levraoueg Vroadel Kembre emañ, en Aberystwyth.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne