Levr ar Varnerien a gaver en Tanac'h e-touez levrioù ar Brofeded, etre Levr Yehoshoua ha Levrioù Shmouel. Er Bibl katolik emañ e-touez al Levrioù istorel, etre Levr Rout ha Kentañ Levr Shmouel. Kontañ a ra darvoudoù etre donegdigezh ar Yuzevien da Ganaan ha staliadur an roueelezh[1] ha dreist-holl istor an daouzek Barner.
Teir lodenn a vent disheñvel-tre a gaver ennañ.
Anat eo ez eus meur a vammenn ha diaes eo lec'hiañ an darvoudoù displeget en amzer. Mesket ez eus prantadoù. Luziet-kenañ eo istor ar Yuzevien d'ar mare-se. Ur ster relijiel a zo gant al levr : trec'het e vez Israel pa bella diouzh Doue ha trec'h e vez pa zistro davetañ[2]. Skrivet e vefe bet al levr etre ar VIIvet kantved hag ar Vvet kantved kantved kent JK.