Al lezenn niverenn 94-665 eus ar 4 a viz Eost 1994 diwar-benn implij ar galleg [1], anavezetoc'h evel lezenn Toubon, Ministr ar Sevenadur gall d'ar c'houlz-se, a zo ul lezenn c'hall mennet da gadarnaat renk ar galleg er stad c'hall ha d'e wareziñ, abalamour ma vije, eme tud zo, gourdrouzet ar galleg gant ar saozneg.
N'eus lezenn ebet evit gwareziñ ar yezhoù all.
Harpet eo al lezenn Toubon war mellad 2 ar Vonreizh c'hall, kempennet e 1992, hag a embann : « La langue de la République est le français » (Ar galleg a zo yezh ar Republik) .