Al Lezenn vrezel a vez graet eus erlec'hiadur ur gouarnamant trevour gant lezennoù milourel hag astaladur al lezennoù trevour kement hag an aozadurioù demokratel e-pad ur mare. Al lezenn vrezel a c'hell padout ur mare dibad pe ur mare resis hervez bonreizh ar vro. Ar frankizoù trevour a vez ehanet alies keit ha ma pad al lezenn vrezel. Peurliesañ e vez disklêriet ar stad-se dre ma vez ur brezel pe ur gwallzarvoud evel un emsavadeg er vro pe c'hoazh pa vez gwallreuzioù naturel. Gellout a ra al lezenn vrezel bezañ lakaet da dalvezout ivez pa vez un taol-stad milourel.