Lezenn Godwin a vez graet eus ar bomm-lavar distaget e 1990 gant Mike Godwin : « Seul hiroc’h ur gaoz war Usenet, seul dostoc'h ouzh 1 e vo ar vartezeadenn n'echuo ket hep ober anv eus an nazied pe eus Hitler»[1].
En ur gaozeadenn, reiñ ur poent Godwin a zo kement ha lavarout d’ar c’hengaozeer emañ oc’h en em zivrudañ o tiskouez ur wech adarre pegen gwir eo lezenn Godwin.