Hollad diskennidi ar bevien eo al lignez kemeret he fenn diwar nep a hinienn. Un dalvez dibar a zo d'ar ger pa vez kaoz eus lignezoù ar pennoù bras, en o zouez ar roueed, ar brientinion ha, dre vras, tud an noblañs. Evit studiañ lignezoù an dud ez eus ur skiant anvet al lignezouriezh. Emañ al lignezourien o blediñ war roudoù an dud varv a c'hellfe bezañ chomet ken e savont taolennoù-lignez hag e reont ar micher evit adkavout piv eo hêr da biv hag evit dudi an dud veo ivez.