Lili Marleen

Delwenn eñvor Lili Marleen e Langeoog.

Lili Marleen zo ur ganaouenn alamanek brudet e-pad an Eil brezel-bed. Kanet eo bet e meur a yezh all, e galleg ha saozneg ivez dreist-holl.
Savet eo ar ganaouenn diwar ur varzhoneg gant Hans Leip e 1915. Kentañ ma voe kanet a voe gant ar ganerez Lale Andersen en 1938.
Un doare brezhonek a voe savet gant Jakez Konan.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne