Deiziad krouiñ | 1998 |
---|---|
Diazezer | Frank Giustra |
Stad | Stadoù-Unanet |
Perc'hennet gant | Starz Entertainment Corp. |
Aozadur mamm | Starz Entertainment Corp. |
Perc'henn war | Lionsgate Premiere |
Sez sokial | Santa Monica |
Produ | Sinema |
Lec'hienn ofisiel | http://www.lionsgate.com, http://www.lionsgate.com/ |
Lionsgate Films (Cinépix Film Properties e anv ofisiel) zo ur studio stadunanat-kanadian embann ha sevel filmoù savet e 1962. Lec'h penn Lionsgate zo e Santa Monica, e Kalifornia, met krouet eo bet e Kanada. Ar brasañ studio gant berzh eo a-fed mini majors en Norzhamerika. Ar filmoù ha dreist-holl an heuliadoù filmoù zo reoù dieub pe estren ha lod o deus graet berzh bras dre ar bed evel: The Hunger Games, Rambo, Divergent, The Punisher (a-raok ma vefe adprenet ar gwirioù gant Marvel Studios e 2013), John Wick, Saw, Madea, Blair Witch, Now You See Me, Hostel, The Expendables, Sinister, The Twilight Saga ha Step Up.