Livia Julia, pe Livilla (Livia vihan), ganet en 13 kent JK, marvet en 31, a oa merc'h nemeti Antonia Minor ha Drusus. C'hoar e oa da Germanicus ha Claudius. Merc'h-vihan an impalaerez Livia Drusilla e oa, ha diwarni e voe anvet.
Dimeziñ a reas da briñs ar yaouankiz, Caius, mab-bihan da Augustus, hag a oa da ren war-lerc'h e dad-kozh. Pa varvas he fried, en un doare souezhus, e voe graet dezhi dimeziñ da Drusus, mab Tiberius. Ur verc'h he doe, Julia, ha daou vab gevell.