Lizherenneg etrebroadel AFNA (Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel) a reer eus al lizherenneg etrebroadel a zo bet termenet gant Aozadur Etrebroadel an Nijerezh Foran (AENF ; International Civil Aviation Organization/ICAO e saozneg) dindan an anv (International) Radiotelephony Spelling Alphabet (IRSA), "Lizherenneg-Digejañ Etrebroadel ar Skinbellgomzerezh (LDES)" e 1955, hag a voe degemeret gant an International Telecommunication Union (ITU) e 1959.
Savet eo bet al lizherenneg etrebroadel-se diwar an hini a veze implijet gant arme ar Stadoù-Unanet ; nebeut-ha-nebeut en deus kemeret lec'h lizherennegoù ar broioù all, betek bezañ degemeret gant AFNA, alese e anv.
Implijet e vez gant an AENF hag an AFNA evel-just, koulz ha gant kement aozadur hag a ra gant ar skinbellgomzerezh : arme Frañs, ar Groaz-Ruz etrebroadel, Kevread broadel ar gwarez foran, Poellgor sikourerien c'hall ar groaz wenn, ar bomperien, ar polis, ar surentez keodedel, ar radioamatourien hag all.