yezh |
ger skrivet |
fonetik |
fonologiezh |
---|---|---|---|
galleg | endurer | [ɑ̃.d̪y.ˈʁe] | /ɑ̃.dy.ˈre/ |
alamaneg | dulden | [ˈdʊl.dn̩] | /ˈdul.dn/ |
saozneg | tolerate | [ˈtʰɒl.əɹ.eɪt] | /ˈtɒl.ər.eɪt/ |
spagnoleg | aguantar | [a.ɰwan̪.ˈt̪aɾ] | /a.guan.ˈtaɾ/ |
sinaeg | 忍 | [ʐə˨˩˦n] | /ren3/ |
Al Lizherenneg fonetek etrebroadel (LFE, e saozneg : IPA) zo ul lizherenneg 118 lizherenn diazez enni hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed.
Lizherennoù latin pe c'hresianek treuzfeurmet pe get eo an darn vrasañ anezho, evel ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.
Arouezennoù arbennik all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all ha na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetek bihan.
Bez' ez eus 76 sin a seurt-se, evel β̞ e lec'h [β]. Arouezennoù all zo ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh ( ' ) pe ur gensonenn silabennek ( ̩ ).
Kromelloù a implijer en treuzskrivadennoù fonetek evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.