Llangatwg (Llangattock e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Powys. Emañ war lez ar stêr Wysg, a-dal da gêr Crucywel hag a zo war ar ribl all. Tremen a ra Kanol Aberhonddu nepell.
Ouzhpenn kêriadenn Llangatwg, emañ ivez er gumuniezh kêriadennoù Dardy ha Ffawyddog.
Gwarezva Natur Broadel Craig y Cilau zo er gumuniezh ivez.
E 2011 e oa 999 a dud o chom e Llangatwg ha 93 anezho a oa kembraegerien (9,4%)[1].