Ul loer zo ur pezh dilhad da wiskañ an troad hag ul lodenn eus ar c'har : a-wechoù betek dindan ar penn-glin, a-wechoù betek krec'h ar vorzhed.
Gwechall e veze gwisket loeroù gant paotred koulz ha gant merc'hed. Hiriv avat int graet evit merc'hed. Gwechall ivez e vezent graet e gloan, seiz pe satin, ha hiriv e niloñs peurvuiañ.
An diaezamant gant al loeroù eo penaos o derc'hel. Implijet e vez ereoù pe boelloù, a vez graet meur a anv anezho : doug-loeroù, ere-loeroù, poell-loeroù, garigell.