Los Compadres

Los Compadres a oa un daouad kanerien, hervez giz ar bloavezhioù 1940 e Kuba, a oa bet savet gant Lorenzo Hierrezuelo, gitarour ha kaner, anavezet ivez evel Compay Primo, e 1947 (pe 1949 hervez tud zo), gant Francisco Repilado, soner tres hag eil mouezh, anavezetoc'h evel Compay Segundo.

Er bloavezhioù 1930 dija en devoa labouret gantañ el laz «Cuarteto Hatuey». Dont a ra an anv compay eus distagadur lec'hel ar ger compadre, paeron e brezhoneg, implijet ivez ouzhpenn evel komper, mignon, kamarad. En amzer-se e kane Lorenzo ivez en un daouad all gant María Teresa Vera.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne