Lotus Cars a zo ur saver kirri saoz, a sav kirri sportel ha kirri evit ar redadegoù kirri hervez krennlavar e ziazezer "Light is right" (Ar pezh a zo skañv a zo mat e saozneg). Krouet e oa bet gant Colin Chapman e 1952 ha roet e oa bet anv Lotus diwar-benn lesanv grweg Chapman. Gwerzhet e oa bet da Broton, ur saver kirri malaysian a renet e vez bremañ gant Danny Bahar.