Luna a oa ur strollad sonerien a rae sonerezh dream pop/indie pop. Savet e voe e 1991 gant Dean Wareham da-heul divodañ Galaxie 500. Gantañ e oa Stanley Demeski (The Feelies) ha Justin Harwood (The Chills). E 2004 e kemennjont e vefe divodet ar strollad hag e rejont o sonadeg diwezhañ e Bowery Ballroom e New York d'an 28 a viz C'hwevrer 2005.
E 1994 e tegemerjont ar gitarour Sean Eden pa aozjont o eil pladenn vras titlet Bewitched. E 1997 e kemeras Lee Wall (tabouliner) lec'h Demeski pa oant oc'h enrollañ Pup Tent, ha Britta Phillips (The Belltower) a voe degemeret evel sonerez gitar boud pa'z eas kuit Justin Harwood e 2000. E 2007 e timezas Phillips ouzh Wareham.