M2 Browning | |
---|---|
Ur vindrailherez M2 Browning war he zrebez | |
Kinnig | |
Bro | Stadoù-Unanet |
Doare | Mindrailherez |
Mont en-dro | Tennata dre argil berr |
Munisionoù | 12,7 × 99 mm NATO (.50 BMG) |
Produerien | Hiziv an deiz : FN Herstal General Dynamics Bet : Colt's Manufacturing Company Savage Arms Springfield Armory General Motors Rock Island Arsenal ha reoù all |
Mare produiñ | Abaoe 1921 |
Pouez ha muzulioù (stumm kentañ) | |
Mas hollek gant an trebez (hep kartouchenn) | 45,36 kg |
Hirder | 1.653 mm |
Hirder ar c'hanol | 1.143 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 1.800 m |
Lusk-tennañ | 500 tenn/mn |
Tizh o vont e-maez | 898 m/s |
Endalc'h | Bandennoù kartouchennoù |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An M2 Browning pe Browning .50 Caliber Machine Gun zo ur vindrailherez ponner savet e 1918 gant John Browning. Tres ar vindrailherez-se a zo bet awenet gant reoù an arm savet gant ar memes ijinour un nebeud bloavezhioù a-raok, ar Browning M1919, a rae gant kartouchennoù .30-06 Springfield. Savet e oa bet diwar goulennoù resis gant an US Army.
An M2 a implij kartouchennoù .50 BMG, kalz galloudusoc'h ha kalz tevoc'h, a oa bet savet er memes mare evit ar vindrailherez, ar pezh en devoa roet e anv d'an arm (BMG evit Browning Machine Gun). Ar stumm kentañ anezhi a oa anvet M1921. Yenaet e veze dre zour, met dre ma oa re bonner ar sistem-se e voe savet warni ur sistem-yenaat dre aer.[1]