Boaz e oa Impalaeriezh Bizantion da vac'hagnañ an dorfedourien, met implijet e veze ivez evit pinijennañ war an dachenn bolitikel. Un diazez prederiet a oa a-dreñv ar binijenn bolitikel, da skouer : dallañ un enebour politikel hag a nac'h fiñval evel a-raok met ouzhpenn-se a nac'h bezañ e penn ul lu e-pad un emgann, ar pezh a oa diazez evit kemer ar galloud en impalaeriezh (en Impalaeriezh Bizantion, bezañ sparlet evit un den a dalveze evitañ e oa hanter varv) ; spazhañ un den hag a nac'he kaout bugale hag o defe gellet bezañ un dañjer evit an impalaer hag e vugale.
Mac'hagnadurioù all a veze implijet, evel troc'hañ ar fri pe an daouarn pe an treid pe an teod. Ouzhpenn ar mac'hagnadurioù e c'helle ar c'houzañvidi bezañ harluet.