Mafalda Savoia (1902-1944), pe Mafalda di Savoia en italianeg, zo ur briñsez italian, marvet e Buchenwald. Merc'h e oa d'ar roue Vittorio Emanuele III ha da Elena del Montenegro. Dimeziñ a reas d'ar priñs alaman Philipp von Hessen (1896–1980). Hennezh a oa, evel e vreur Christoph von Hessen (1901-1943), un den a renk uhel er strollad nazi. Un eured a garantez e voe, hogen unan hag a zisplije kenañ d'ar pab dre ma oa protestant ar gwaz, ha lidet e voe e Torino ha neket e Roma. Hitler a implijas tiegezh Mafalda evit levezoniñ he zad, roue Italia, ha nesaat ouzh faskourien Italia.
Pa gouezhas renad ar faskourien e fuloras Hitler ha kavout a reas dezhañ he devoa Mafalda iriennet da reiñ lamm d'an Duce hag he dije drouklazhet roue Bulgaria, breur-kaer dezhi. Gwir eo e oa aet Mafalda, e deroù 1943, da Vulgaria da weladenniñ ar roue Boris III, ha ne ouie ket war be du mont ken gant an Alamaned. Kleñvel a reas ar roue neuze, ha mervel.
Klevout a reas e oa kodianet Italia, bac'het he fried en Bavaria, kuzhet he bugale gant ar Vatikan, d'an 23 a viz Gwengolo 1943. Galvet e voe gant Karl Hass, eus kommandantur Roma, a gemennas e oa ul lizher a bouez a-berzh he fried ouzh he gortoz er c'hannati alaman. Pan erruas eno e voe harzet, kaset da Vünchen, goulennataet ha bazhataet, kaset da Verlin, hag alese da gamp Buchenwald.