Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Magic : The Gathering (Magic : ar vodadeg) a zo ur c'hoari kartoù, savet gant Richard Garfield e 1993.
Ar c'hoari kartoù-se 'zo disheñvel diouzh ar re all abalamour ma 'z eus muioc'h eget 14000 kartenn, ha pep c'hoarier a sav e c'hoari en ur zoujañ da reolennoù zo.
Dalc'hoù disheñvel o deus ar c'hartennoù (oberennoù, galloudoù, redioù) ha rouezderioù disheñvel. Ar c'hartennoù a vez gwerzhet e pakadoù aozet (anvet Decks) pe e godelligoù 15 kartenn enno (anvet booster).
C'hoariet e vez d'an nebeutañ da zaou, an daou c'hoarier o deus un Deck 60 kartenn d'ar muiañ. Gallout a reer c'hoari ivez da bevar pe pemp.
An embanner Wizards of the Coast a embann bep bloaz kartennoù nevez, o sevel embannadurioù disheñvel ha niverennet.