Iskevrennad eus | Gwiskañ ar penn en ilizoù, gouel |
---|---|
Danvez implijet | dantelez |
Implijet gant | maouez |
Worn by | maouez |
Ar vantilhenn zo ur ouel skañv, a orin spagnol, douget gant ar merc'hed katolik en oferenn, ha dalc'het gant ur grib, anvet peineta. Hervez a weler e taolennoù Goya e oa diouzh ar c'hiz e dibenn an XVIIIvet kantved e-touez ar merc'hed a renk uhel. En XIXvet kantved e voe dalc'het d'ar c'hiz, hag ar rouanez Isabel II (1833-1868) a blije dezhi dougen ur vantilhenn ken e rae. Mont a reas ar c'hiz e-maez goude he marv.