Manuel Altolaguirre

Manuel Altolaguirre
Anv ofisiel Manuel Altolaguirre Bolín
Obererezh barzhonegoù
Ganedigezh 26 a viz Even 1905
e Málaga, Spagn
Marv 26 a viz Gouhere 1959
e Burgos, Spagn
Yezh skrivañ spagnoleg
Enorioù Priz Broadel Lennegezh (1933), Premio Nacional de Teatro (1938)

Manuel Altolaguirre Bolín (Málaga, 29 a viz Even 1905 - Burgos, 26 a viz Gouhere 1959) a oa ur skrivagner spagnol, Barzhonegoù, pezhioù-c'hoari ha senarioioù a voe savet gantañ. Embann a reas e levrioù hag ar c'hazetennoù Ambos (1922) ha Litoral (1920-1929). E penn ar gazetenn Poesia (1934-1935) e Pariz e voe hag e penn ar gazetenn 1616 e Londrez. A-raok hag e-pad ar Brezel Diabarzh ec'h embannas ar gazetenn Caballo verde para la poesia renet gant Pablo Neruda. E penn an Emnbannadurioù Ediciones Héroe e voe. Moulañ a reas ar gazetennHora de España. E 1933 ez eas Priz Broadel Lennegezh gantañ. Difenn a reas ar Republik e-pad ar brezel diabarzh[1]..

  1. Dario Puccini, Le Romancero de la résistance espagnole – anthologie poétique bilingue, Embannadurioù François Maspero, Pariz, Bro-C'hall, 1976, pajennoù 450 ha 451

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne