Ur marc'heg en Henroma, anvet eques e latin (equites el liester), a oa un den eus urzh ar varc'heien roman (ordo equester e latin) a oa an hini izelañ eus div sklisennad an noblañs roman, just a-is ar Batrikianed (patricii), ur c'hasta dre hêrezh a zalc'he ar galloud politikel evitañ e-pad oadvezh ar rouanez (betek 501 kent J.-K.)]] ha deroù Republik Roma (betek 338 kent J.-K.). Eques hag equites a dalvez "marc'heger" pe "marc'hegerezh" (eus equus = "loen-kezeg") e latin, met er c'henarroud politikel e talvez kement ha "marc'heg" da lâret eo ezel ur strollad noblañsed.