Maria Anna von der Pfalz-Neuburg (1667-1740) a oa ur briñsez alaman hag eil pried Carlos II, roue Spagn .
Daouzekvet bugel an Dilenner Philipp Wilhelm von der Pfalz e oa. He mamm e oa Elisabeth Amalie von Hessen-Darmstadt. Savet e voe gant he c'hoarezed e kastell Neuburg en Alamagn. Koant e oa, hogen rok ivez.
En 1689, pa varvas pried kentañ ar roue Carlos II, Marie Louise d'Orléans, e rankas e vinistred hastañ kavout ur wreg nevez dezhañ. Dibabet e voe Maria Anna von der Pfalz-Neuburg e-touez meur a hini all dre an abeg ma oa frouezhus maouezed he ziegezh: 17 bugel he doa bet he mamm. Ouzh penn e oa c'hoar da Eleonore Magdalene von der Pfalz, pried an Impalaer santel Leopold Iañ, ha mat e kaved kreñvaat al liammoù gant skourr aostrian an Tiegezh Habsburg.