Marianne Faithfull

Marianne Faithfull, bet ganet d'an 29 a viz Kerzu 1946 e karter Hampstead (Londrez, Bro-Saoz) ha marvet d'an 3 a viz Genver 2025 er memes kêr, a oa ur ganerez, sonaozourez hag aktourez vreizhveurat. Tapet he doa brud e 1964 gant he c'hanaouenn As Tears Go By, hag evit he ferzh e filmoù evel The girl on a motorcycle (1968). Kompagnunez ar c'haner Mick Jagger e voe er bloavezhioù 1960 ivez, hag aweniñ a reas ar c'hanaouennoù Wild Horses ha You can't always get what you want bet sonet gant ar Rolling Stones[1].

  1. (en) SAVAGE Mark, Singer and actress Marianne Faithfull dies at 78, BBC, 31/01/2025 (lennet d'an 31/01/2025)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne