Marianne zo un anv-badez gallek, deuet diwar stagañ an anvioù gallek Marie hag Anne. Marie-Anne a gaver ivez alies. Ar re-se a oa daou anv boutin a-walc'h e-touesk ar merc'hed en XVIIIvet kantved, daou anv katolik, hini ar Werc'hez Vari hag he mamm, ha daou anv roueel dre ma oant bet anvioù meur a rouanez er rouantelezh c'hall : Marie de Médicis hag Anne d'Autriche dreist-holl, Marie-Antoinette, ivez, hep kontañ ar ribitailh priñsezed.
Evit doare e oa stank ar merc'hed anvet Marianne e dibenn an XVIIIvet kantved e-touez ar bobl vunut, ha dreist-holl war a seblant e-touez ar merc'hed diwar ar maez deuet da labourat e kêr evel mitizhien e ti ar vourc'hizien.
Lavaret ez eus bet e oa deuet da vout un arouez republikan gant ar ganaouenn dispac'hel okitanek la Garisou de Marianno (Pareadenn Marianna) savet e 1792 gant ar barzh-kere Guillaume Lavabre, eus Puylaurens, en Tarn[1].