Marmanda (en okitaneg) pe Marmande (e galleg) zo ur gumun e departamant Lot-et-Garonne, e kreisteiz Bro-C'hall. Emañ er gwalarn da Agen, etre Bourdel ha Toloza, war ribl dehoù ar stêr Garona. Pennlec'h unan eus arondisamantoù an departamant eo hag un isprefeti zo.