Marpessa

Marpessa hag Idas, tennet gant Zeus digant Apollon, psykter dremmoù ruz eus Attika, war-dro 480 kent JK, Staatliche Antikensammlungen (Inv. 2417).

Marpessa (Μάρπησσα / Márpêssa e henc'hresianeg) a oa ur briñsez eus Aitolia, merc'h-vihan da Ares.
Skrapet e voe gant Idas. Apollon ivez a gare anezhi, ha Zeus a reas d'ar plac'h dibab etreze o-daou, ha hi da zibab Idas. Ur verc'h o doe, Kleopatra Alkyone hec'h anv.

Hervez ur vojenn all e oa merc'h da Euenos hag Alkippe.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne