Marta Betania (מַרְתָּא Martâ en arameeg ) zo ur vaouez meneget en Aviel, ha lakaet da santez.
Meneget eo en Aviel Lukaz hag en hini Yann, c'hoar etrehenañ da Mari Betania, yaouankoc'h, ha da Lazar, ar breur henañ. O chom e oant e kêriadenn Betania, nepell diouzh Jeruzalem. Div c'hoar eo Marta ha Mari eta, hogen droukvesk zo bet alies etre ar Vari-se, c'hoar Marta, ha Mari Magdala, eus ur gêriadenn all.