Stad | Rouantelezhioù ar Franked |
---|---|
E tiriad | Neustria |
Daveennoù douaroniel | 47°48′0″N 1°30′0″W |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Prefect of the Breton March |
Heuliet gant | Rouantelezh Breizh |
Marz Breizh a voe krouet en VIIIvet kantved, dindan an impalaer Karl Veur. Bodañ a rae kontelezhioù kornôg impalaeriezh ar Franked : kontelezh Gwened, kontelezh Naoned, kontelezh Roazhon, hag un darn eus Maen. En e benn e oa ur prefed (« Britannici limitis praefectus »), hag an hini brudetañ e oa Roland, a vije bet niz d'an impalaer hervez ar vojenn, hag a varvas e 778 e Roncevaux. Aloubet e voe gant Nevenoe ha rouaned Breizh war e lerc'h.
Ur marz all a voe krouet neuze, ennañ Touraine, Anjev ha Maen, dindan Roperzh Teurgn, e 861. Un darn a voe roet da Vreizh gant Feur-emglev Entrammes e 863.