Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | 士郎正宗 ![]() |
Anv e kana | しろう まさむね ![]() |
Deiziad ganedigezh | 23 Du 1961 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Kobe ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | japaneg ![]() |
Micher | animator, Mangaka, aozer bannoù-treset ![]() |
Bet war ar studi e | Osaka University of Arts ![]() |
Prizioù resevet | Seiun Award for Best Comic ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.shirowledge.com/index_enu.html ![]() |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer ![]() |
Masamune Shirow 士郎・正宗 (anv gwir おおた・まさのり Ōta Masanori pe おだ・まさのり Ōda Masanori, ganet d'an 23 a viz Du 1961 e Kōbe) a zo un treser manga japanat brudet er bed a-bezh. E Hyōgo emañ o chom hiziv an deiz. « Masamune Shirow » a zo un anv-pluenn : Masamune a oa ur gov japanat brudet a vevas er XIVvet kantved[1].
Gantañ eo bet savet Appleseed ha Ghost in the Shell. Ar cyberpunk, ar sevel bedoù poellek (a seblant gwirheñvel a-fet politikerezh, sevenadur ha skiantoù) hag ar mecha eo an dodennoù pennañ a gaver en e oberennoù. Peurliesañ e lak maouezed da harozed e vannoù-treset. Leun a vunudoù eo e dresadennoù[2], ha luziet e c'hallont seblantout pa seller buan outo. En e istorioù e vesk pennadoù preder war ar politikerezh ha pennadoù brivilh enno. Lod brasañ e oberennoù a zo bet lakaet da filmoù bevaat.