Iskevrennad eus | skiantoù an natur |
---|---|
Rann eus | science, technology, engineering, and mathematics, skiant furmel, skiantoù rik |
Implij | skiant, mathematical modelling, ijinerezh, finance, computation |
Arvez | mathematics education |
Anv er yezh a orin | μᾰθημᾰτικά |
Is the study of | mathematical object |
Hashtag | math, mathematics, maths |
Dezverket dre | mathematical beauty, formalization, eternity |
Istor | history of mathematics |
Pleustret gant | matematikour |
Anaouder WordLift | http://data.thenextweb.com/tnw/entity/mathematics |
Stack Exchange site URL | https://math.stackexchange.com |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/math, https://gamedev.stackexchange.com/tags/mathematics |
Ar jedoniezh[1],[2],[3],[4],[5],[6],[7],[8],[9],[10], ar matematik[1][3][5][8] pe ar matematikoù[3][5][8][9] (diwar ar gresianeg μαθηματική) a zo ur skiant hag a studi ar modelioù a gementad, ar struktur, ha cheñchamant ha spas. Bez' eo un domani a ouiziegezhioù difetis savet gant harp poellataoù poellek a-zivout meizadoù evel an niveroù, al lunioù, ar frammoù hag an treuzfurmadurioù. Ar jedoniezh a zeanv ivez domani an imbourc'h a glask diorren ar gouizigezhioù-mañ, ha dre-se an diskiblezh a denn outi.
Diforc'h eo ar jedoniezh diouzh ar skiantoù all a drugarez d'ul liamm dibarek gant ar werc'helezh. Kefredel a-bur eo he anien, diazezet war aksiomennoù lavaret gwir (eleze n'eo ket an aksiomennoù-mañ dindan beli an arnod met alies awenet gantañ, peurgetket er jedoniezh klasel) pe war kentreadoù darbennet en un doare ersezadel. Un dezrevell jedoniel – peurliesañ anvet delakadenn, erganad, skorlakadenn, devoud pe adlakadenn – zo desellet talvoudek pa vez ar prezeg furmel a savel e wirionez o toujañ d'ur framm heboell anvet dienadur pe poellata logikel-dezreadel.
Evit-bremañ vez termenet ar c’hlask strukturioù distrilhet en un doare aksionomik dre implijout ar boelloniezh formel da ziazez a labour. Orin ar strukturioù klasket zo e-barzh skiantoù an natur, gant ar fizik d’al liesañ. Evelato eo rik e-barzh ar matematikoù emañ ar pep brasañ eus ar strukturioù, oc’h unvaniñ tachennoù-talvezañ difer pe o vezañ binviji evit sikour a-fed ar jedadurioù. Ur skiant aet hiziv an deiz da vezañ hollvedel eo ar jedoniezh c'hlan, jedoniezh vodern ha jedoniezh apliket.
E-keñver an istor e veze graet gant ar matematik evit ar c’hoñvers, muzuliañ ar gorreadoù hag evit rakwelet darvoudoù astronomek.
Studi ar framm a grogemp ganti gant an niveroù, da gentañ-penn gant an niveroù naturel hag an niveroù anterin. E-barzh an aljebr-diazez emañ ar reolennoù o ren an oberiadurioù aritmetik. Studiet e vez perzhioù an niveroù gant teorienn an niveroù.