Ar Matra MS80 a zo ur c'harr Formulenn 1 enrollet gant Matra Sports e-pad ar gevezadeg 1969, bleniet gant ar skos Jackie Stewart hag ar gall Jean-Pierre Beltoise, poulzet gant ur c'heflusker Ford-Cosworth V8. Ijinet a oa bet gant Gérard Ducarouge ha Bernard Boyer. An hini nemetañ gant Ferrari eo ar c'harr-se en deus gounezet ur gevezadeg hep bezañ savet e Bro-Saoz.