Mebyon Kernow (Kerneveureg Mibien Kernev Veur) a zo ur strollad politikel eus Breizh-Veur hag a zo e bal pennañ aozañ ur gouarnamant emren e Kerne-Veur.
Krouet e voe ar strollad d'ar 6 a viz Geñver 1951 e Redruth. Prezidantez gentañ a voe dilennet a zo Helena Charles hec'h anv. Divizet e voe neuze e vefe e balioù :
E miz gwengolo 1951 e terouas da c'houlenn ur statud emrenerezh evit Kerne-Veur e-barzh ur stad breizhveuriat kevreel. E sez kentañ e c'hounezas Mebyon Kernow e 1953 e kuzul-kêr Redruth-Camborne. E-pad ar bloavezhioù 50 ha 60 e chomas Mebyon Kerow ur bagad-pouezañ kentoc'h eget ur strollad politikel gwir, avat, hag e izili o-doa ar gwir da emezelañ d'ar strolladoù arall. E-pad ar bloavezhioù 70 hepken ez eas da vezañ un aozadur kenstag a grogas da ginnig danvez-kannidi d'al dilennadegoù lezennel.
Un ezel eus Emglev libr Europa ha liammoù tost gant an SNP ha ar Plaid Cymru eñ-deus. Kevreet gant ar Re C'hlas e oa en dilenadegoù 2005. Danvez-kannad ebet a ginnigas e pastell-vro Saint-Yves da skoazell ar Re C'hlas, tra m'e harpe ar re-mañ er pastelloù-bro kerneveurat arall.
Ar skrivagnerez Daphne du Maurier a oa bet ezel eus Mebyon Kernow. Andrew George, kannad ar strollad Frankizour-demokratel a berc'hennas dezhañ ivez met aet kuit eo pa yeas d'ur strollad politikel gwir.