Meic Stevens zo ur c'haner, ur soner hag ul livour kembreat. Graet e vez "Bob Dylan Kembre" anezhañ a-wezhioù. Tostaet e vez ouzh Syd Barrett a-wechoù all. Kroget e oa da ganañ e saozneg. Met pell zo e kan e kembraeg peurvuiañ.
Kavet e voe o kanañ en ur "folk club" e Manchester e 1965. Goude e reas e bladenn gentañ gant John Paul Jones (a yeas gant Led Zeppelin goude) evit ar gompagnunezh Decca Records ha ne reas tamm berzh ebet.