Ur rizh kartenn memor eo ar vemor "Gompact Flash" o kaout enni ur reoler memor gant memor "flash" endalc'het e-barzh ur glozenn a vent dister (42,8 mm a hirder ha 36,4 a ledander). Krouet e oa bet e 1994 gant ar c'hevredad SanDisk.
Daou rizh Compact Flash a zo disheñvel o ment :
Kempleg eo ar C'hompact Flash diouzh ar reolad PCMCIA/ATA.
Arouezet e vez ar memorioù Compact Flash gant o barr. Bez' ez 'eus memorioù 128 Me (Mega eilenn), 256 Me, 512 Me, 1 Ge.