Menez Ida a oa ur menez en Anatolia, nepell diouzh kêr Troia, ma voe savet kêr Dardania gant Dardanos ha ma oa bet graet e varnidigezh gant Paris. Graet e vez Kazdağı anezhañ e turkeg hiziv, ar pezh a dalvez "Menez ar waz"[1], Kaz Dağları, pe Karataş Tepesi). Emañ e gwalarn Turkia, e gevret dismantroù Troia, tost da aod norzh Pleg-mor Edremit.
Ur menez Ida all a zo e Kreta.