Amprevaned debrer-koad eo ar merien-gwenn a vez anvet termit ivez. Betek nevez zo e oant an amprevaned nemeto en urzhiad an isoptera, enni 281 genad ha 2600 spesad disheñvel renablet[1]. Bremañ koulskoude ez int renket e epikerentiad an Termitoidae en urzhiad ar Blattodea[2]. Bevañ a reont er broioù tomm dreist-holl, ma sav spesadoù zo neizhioù bras e douar chaoket gante, ar c'hrugelloù a gaver stank war pladennoù an Trovanoù. Anadet int abaoe ar Juraseg d'an nebeutañ[3].
Bevañ a ra ar merien-gwenn diwar tammoù plant-marv dreist-holl, peurliesañ dindan stumm koad, delioù marv, douar, pe beuzelloù, ha war-dro 10 dre gant eus ar 4000 spesad (war-dro 2600 anezhe zo renablet en un doare skiantel) zo noazus war an dachenn ekonomikel hag a c'hell labezañ kalz framm ar savadurioù, an trevadoù pe ar c'hoadoù. Ar merien-gwenn zo debrerien bras a zilerc'hioù, er broioù istrovanel ha trovanel dreist-holl, hag oc'h adkelc'hiañ ar c'hoad hag ar plant o deus ur roll ekologel bras.
Amprevaned sokial int, ha bevañ ha reont e kevredigezhioù urzhasaet hag aozet e kastaoù gant pep a labour disheñvel. Pa vez ar c'hrugelladoù-se en o barr e c'hallont bodañ etre un nebeud kantadoù ha meur a vilion a hiniennoù. Ar c'hrugelladoù a implij reizhiadoù obererezh digreizennet, emurzhiet zo renet gant ur spered hed hag a gorvo mammennoù boued hag endroioù na vije ket gouest un amprevan e-unan d'ober. Ur grugellad dibar zo enni nimfennoù, labourerien, soudarded, gouennerien (pared ha parezed), hag a-wezhioù meur a rouanez a zozv vioù.
C'hwec'h spesad zo anavezet er C'hwec'hkogn hag unan hepken e Breizh, Reticulitermes santonensis, a vev da gustum etre norzh ar Gironde hag ar Vendée. Kavet e vez ivez muioc'h en norzh evel e traoñienn al Liger, e Breizh, e Normandi, en Enez-Frañs, ha kement zo).