Mic'hail Nec'hemyevitch Tal (e latveg Mihails Tāls hag e ruseg Михаил Нехемиевич Тал) a zo bet ganet d'an 9 a viz Du 1936 e Rīga (Latvia) ha marvet d'an 28 a viz Mezheven 1992 e Moskov (Rusia).
Meurc'hoarier echedoù latviat ha soviedat, eizhvet kampion ar bed.
E 1960, p'edo 24 bloaz, e voe trec'h war Mikhail Botvinnik er match a lakaas anezhañ kampion ar bed, an hini yaouankañ betek neuze.
E 1979 e voe kentañ a-gevret gant Anatolij Karpov e "Tournamant ar Stered" e Montreal (Kanada), gant partiennoù brav-tre a-enep d'ar c'hrenvañ mistri ag ar prantad.