Michael Jackson

Michael Jackson e 1988

Michael Joseph Jackson (ganet d'an 29 a viz Eost 1958 e Gary, Indiana – marvet d'ar 25 a viz Even 2009 e Los Angeles, Kalifornia) a oa ur c'haner, un dañser hag ur soner stadunanat. King of Pop ("Roue ar sonerezh poblek") a vez graet anezhañ a-wechoù.

Jackson en deus krouet ur gwir gemm-dro e greanterezh ar sonerezh, dreist-holl dre sevel klipoù video hag a c'heller keñveriañ gant filmoù berr, an hini pouezusañ anezho o vezañ Thriller (1982) hag a bad 13 munutenn ha 41 eilenn[1].

An abadenn evit e obidoù a zo bet skignet dre ar bed a-bezh, ur milmilion a dud o deus sellet ouzh al lid-se[2].

  1. (fr) Les médiaboliques, 26/06/2009. Kavet : 01/12/2024.
  2. (en) The Vancouver Sun, 07/07/2009. Kavet : 01/12/2024.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne