Michel Desjoyeaux

Michel Desjoyeaux e 2013, An Havr-Nevez.

Michel Desjoyeaux, bet ganet e Konk-Kerne d'ar 16 a viz Gouere 1965, zo ur merdeer breizhat.

Brudet eo dre ma'z eo aet ar maout gantañ meur a wech e redadegoù brudet. Emañ e-touez ar verdeerien a verde o-unan war o bag, ar muiañ titlet gant pemp trec'h warn-ugent. E 1999 e savas ur skipailh redadeg anvet Mer agitée.

E 2007 e oa Michel levier ar vag 60 troatad hed Foncia ha ganti e reas ar Vendée Globe 2008.

Gourdoneñ a ra er Forest-Fouenant, gant Roland Jourdain, e-tal kichen ar greizenn vroadel gourdonañ evit ar redadegoù er-maez.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne