Michel Vaillant eo anv pennharoz un dastumad bannoù-treset belgiat krouet e 1957 gant an treser breizhat Jean Graton hag embannet gant Le Lombard. Bleiner kirri-sport eo Michel Vaillant ha kemer a ra perzh e redadegoù ar Formulenn 1 dreist-holl. Deuet e oa er wech kentañ er Journal de Tintin e lec'h ma oa bet embannet dija istorioù berr diwar-benn harozed ar sportoù dre geflusker gant Jean Graton. An heuliadenn a oa embannet hep arsav gant Tintin etre 1957 ha 1976 en Europa c'hallek (Frañs[1], Belgia[2]...). Embannet e oa gant Jean Graton e-unan war-lerc'h. 17 milion albom zo bet gwerzhet er bed a-bezh hervez kont[3].