Michelangelo Buonarroti | |
---|---|
Poltred gant Daniele da Volterra (1544) diwar gweenn-gañv an arzour meur | |
Marevezh | Azginivelezh |
Ganedigezh | 6 a viz Meurzh 1475 Caprese Michelangelo |
Marv | 18 a viz C'hwevrer 1564 Roma |
Broadelezh | Republik Firenze (Hiziv : italian) |
Barregezhioù | |
Pennañ | Kizeller |
Arall | Livour, adeiladour, barzh |
Oberennoù pennañ | |
Pietà (1498-1499) David (1501-1504) | |
Michelangelo Buonarroti, a zo brudet dindan e anv bihan Michelangelo, a oa un arzour eus an Azginivelezh italian bet ganet e Caprese d'ar 6 a viz Meurzh 1475 ha marvet e Roma d'an 18 a viz C'hwevrer 1564. E Firenze e oa bet desavet met e Roma e krouas an darn vrasañ eus e oberennoù, a veze awenet a-fet stil gant re an Henamzer klasel. Gant meur a arz e pledas, evel ma oa ar c'hiz er XVIvet kantved : skulter, livour, arkitektour, barzh ha kêraozour e veze tro-ha-tro. Donezonet-dreist e oa Michelangelo, ur mailh e oa war an holl dachennoù labour-se, hag ouzhpenn da se e oa lemm e spered ha puilh e ijin. En em welout a reas evel ur c'hizeller da gentañ-penn, met e implijerien a c'houlennas livadurioù digantañ dreist-holl. Servijañ a reas meur a vestr, ar pab Jul II ha priñs lennek Firenze Lorenzo il Magnifico en o zouez.