Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Aten (henamzer) ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Μιλτιάδης ![]() |
Deiziad ganedigezh | 554 BCE ![]() |
Lec'h ganedigezh | Aten ![]() |
Deiziad ar marv | 489 BCE ![]() |
Lec'h ar marv | Aten ![]() |
Lec'h douaridigezh | Miltiades tomb monument at Marathon ![]() |
Tad | Cimon Coalemos ![]() |
Breur pe c'hoar | Stesagoras ![]() |
Pried | Hegesipyle ![]() |
Bugel | Kimon, Elpinice ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg ![]() |
Micher | politiker, penn brezel, milour ![]() |
Karg | eponymous archon, strategos ![]() |
Lec'h labour | Aten, Marathon ![]() |
Grad milourel | strategos ![]() |
Brezel | First Persian invasion of Greece ![]() |
Prantad | classical antiquity ![]() |
Deskrivet dre | Miltiades statue, Marathon tumulus ![]() |
Miltiades pe Miltiades ar Yaouankañ (henc'hresianeg Μιλτιάδης ὁ Νεώτερος, Miltiades o Neotepos), ganet war-dro 550 a-raok J.-K. ha marvet e 489 a-raok J.-K.) a oa niz Miltiades an henañ en doa savet trevadenn Chersonez e Thrace e amzer Pisistrate. Dont a reas tirant trevadennoù gresian C'hersonesos Trakia war-dro 516 a-raok J.-K., goude kemer ar galloud dre nerzh ha lakaat e gevezerien e prizon. Eurediñ a reas Hegesipile, merc'h ar roue Olorus Trakia. E vab Kimon a voe unan eus tud pennañ Aten er bloavezioù 470 ha 460 a-raok J.-K. Arkont e voe en Aten e 524 kent J-K. Gant Darius I e reas brezel a-enep d'ar Sythed 514 kent J-K. E 499 kent J-K e brofitas eus emsavadeg an ioniz evit aloubiñ Lemnos hag Imbros, distreiñ a reas en Aten, tamallet e voe dezhañ bezañ un tyran. Ur bellour levezonus e voe. E penn brezelourien Aten e oa Miltiades pa oa trec'het ar Bersed en emgann Marathon.E verzh na badas ket pell, ren a reas ur brezel a-enep Paros evit e gont dezhañ, a c'huitas e 489 kent J-Kgloazet e voe. Barnet e voe ha toullbac'het 'lec'h ma' varvas ar memes bloavezh.