Mitte a zo kentañ arondisamant Berlin (Bezirk). E-kreiz ar gêr emañ, ha savet eo bet e 2001 p’eo bet teuzet ar pastelloù-bro da heul : Mitte, Tiergarten ha Wedding. Unan eus an daou arondisamant (gant Friedrichshain-Kreuzberg) enno pastelloù-bro bet e Berlin ar Reter ha Berlin ar C’hornôg eo.