Moger Vras Sina

Moger Vras Sina
Moger Vras Sina, gant touristed warni

Moger Vras Sina (e sinaeg 長城, pinyin : Chángchéng, da lavaret eo : « hir » + « kêr mogeriet » ; e tibeteg : rgya-nag lcags-ri རྒྱ་ནག་ལྕགས་རི da lavaret eo « menez houarn Sina ») eo ar savadur hirañ savet gant mab-den war an douar. 6400 km hed zo dezhi, adalek Korea betek dezerzh Gobi. Etre 5 ha 7 metr tevder he deus hag etre 5 ha 17 metr uhelder. A-hed ar voger e kaver tourioù ged, nepell an eil diouzh egile. Er reter eo emañ en he meurdezusañ ; pelloc’h er c’hornôg n’eo mui, e lec’hioù zo, nemet ur savenn-douar vras.

Ur voger difenn eo, savet dreist-holl adalek dibenn ar XIVvet kantved betek deroù ar XVIIvet kantved, e-pad ar remziad Ming.

Savet e voe ar voger-se gant Sinaiz evit difenn o bro diouzh argadennoù gant ar Vongoled hag an Durked. A-raok e oa bet mogerioù all c’hoazh savet ken abred hag an IIIe kantved kt JK, da vare ar remziad Qin, da ziwall diouzh meuriadoù a oa o vevañ er pezh zo bremañ Mongolia ha Manchouria. En em astenn a ra ar Voger a-hed 6 700 km, adalek Shanhaiguan (山海关) er reter, betek Jiayuguan (嘉峪关) er c’hornôg.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne