Mossberg 500 | |
---|---|
![]() Ur fuzuilh-pomp Mossberg 500 doare 590A1 (stumm arme SUA) | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre bomp |
Munisionoù | Kalibr 12 (stumm orin) Kalibr 20 .410 |
Produer | Mossberg |
Mare produiñ | Abaoe 1962 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | Etre 3,100 ha 3,520 kg |
Hirder | Etre 920 ha 1000 mm |
Hirder ar c'hanol | Etre 470 ha 510 mm |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Karger korzennek 6 pe 8 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Mossberg 500 pe M500 zo un heuliad fuzuilhoù-pomp flour o c'hanol produet gant an embregerezh stadunanat O.F. Mossberg & Sons. Meur a stumm anezhe a zo bet produet abaoe 1962. Implijet kalz eo an arm er polis hag e arme ar Stadoù-Unanet. War-dro 11 milion anezhe a zo bet produet betek hiziv[1], ar pezh a ra anezho ar fuzuilhoù-pomp produetañ a-viskoazh[2].