Mulan a zo ur film tresadennoù-bev saoznek, sevenet gant an daou filmaozer stadunanat Barry Cook ha Tony Bancroft.
Produet gant Walt Disney Feature Animation e voe skignet gant Walt Disney Pictures, evit ar wech kentañ, d'ar 5 a viz Mezheven 1998 e Stadoù-Unanet Amerika[1]. C'hwec'hvet film bevaat ha tregont ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Hercules (e miz Mezheven 1997) hag a-raok Tarzan (e miz Mezheven 1999).